Ar sizhun-mañ

Gwellet em eus war Mastodon eo un Discord e Brezhoneg ! Lakaet em eus ma anv eno ha lennet ha komzet e vez graet ganin a-wechoù.

Digwener hor boa bet ur bilañs e brezhoneg ! Priziañ hol live oa ar pal. Difaziet vo gant ar stummerien tuchant.

Digwener em boa kemeret ma skouerenn Oulpan evit deskiñ brezhoneg ! Profet eo d’ar stajidi gant ar greizenn stummañ. Laouen on gant ar prof-mañ ! 😃

Lennet em eus…

Urzhiet em eus levrioù el levrdi Encre de Bretagne met n’int ket prest c’hoazh. 😕 Koulskoude em eus kroget gant lenn un danevell war al lec’hienn Kervarker. Aes a-walc’h eo.

Selaouet em eus…

  • Ur podskign diwar-benn Discord e brezhoneg just a-walc’h : war Radio Naoned.
  • Un abadenn Radio Naoned ivez gant stajidi Skol an Emsav (Sant-Ervlan) etrewelet gant stolajidi Diwan : selaou.
  • Un abadenn YouTube diwar-benn an distagadur. Trug Kevin !

Setu evit ar sizhun-mañ, ken a c’hentañ !