Ar sizhun-mañ

Sioul awalc’h e oa ar sizhun-mañ. Ne’m eus ket kavet ur staj ha ne oa ket kentel ebet. Se zo kaoz tro am boa bet da ziskuizh an tammig ha da adlenn ma notennoù.

Ar re hep staj o doa bet emwelioù hiniennel evit komz diwar-benn hor live e brezhoneg. Laouenn e oan peogwir eo mat awalc’h ma live e-keñver ar pezh emañ ar stummerien o c’hortoz.

Bet hor boa un atalier raktres micherel. Koul e oa rak komzet hor boa dre strolladigoù diwar-benn hor raktresoù. Dedennus ha awenus e oa ! Dizoloet em eus al lec’hienn Labour zo, ur lec’hienn gant kalz kinigoù labour e brezhoneg. Ha neuze em eus kroget treiñ ma CV e brezhoneg.

(Al liamm RSS evit resev ar c’hinigoù labour zo kuzhet. Met kavet em eus anezhañ ! Setu : https://labourzo.ubapar.bzh/spip.php?page=backend)

Siwazh ne m’oa ket lennet e brezhoneg tamm ebet. Met gwelet em boa un nebeud videoioù war Brewhoweb. Da skouer ur gontadenn gant Awen Plougoulm diwar-benn Lenn Brenniliz. Ha komprenet em eus an istor (gant an istitloù evit ar poent) !

Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c’hentañ !