Demat tudoù ! Hiziv e skrivan en-dro ur gazetenn. N’omp ket kenfinet ken met kenderc’hel a ran da deskiñ brezhoneg memestra !

Neuze, petra zo bet graet ganin e-pad ar sizhunvezhioù paseet ? Feiz… Kalz a gentelioù brezhonek am boa bet abaoe ar gazetenn ziwezhañ. Gallout a rit selaou an holl draoù am eus desket war ma fodkast J’apprends le breton !. Evit ar poent on deuet a-benn d’ober ur rann bep sizhun, n’eo ket fall ! Dre vras hon eus desket an amzer divizout, kalz islavarennoù, kalz gerioù nevez hag un nebeud krennlavarioù ivez.

Radio Kerne

Met al lodenn vrasañ am eus c’hoant da ginnig deoc’h hiziv eo ar pezh am eus graet e-pad ma sizhunvezh staj. E Radio Kerne e oan ! Evit ar re n’anavezont ket Radio Kerne setu ur ginnig bihan.

Radio Kerne a oa bet krouet e 1998 ha d’am soñj e skign abadennoù e brezhonneg abaoe ar mare-se. Bremañ ez eus 6 den er skipailh a zo diazezet e Ploneiz e-kichen Kemper. Labourat a ra ar skipailh asambles gant ar radioioù brezhonek all : Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned evit kinnig abadennoù bemdez. Radio Kerne a ginnig un abadenn war-eeun, Re bell ganti, etre 4e30 ha 6e goude merenn. Kavet e vez kronikennoù, atersadennoù, liv an amzer ha sonerezh mat !

Ar pemp radio brezhoneg a ra war-ro Radio Breizh a zo ul lec’hienn ma vez kavet an holl abadennoù hag ar radioioù war-eeun ivez. Gallout a rit koumanantiñ ouzh ar podskignadoù.

Hag evit echuiñ gant istor Radio Kerne, setu un teulfilm mat-kenañ (seizh rann berr) evit ober anaoudegezh gant ul lodenn eus skipailh Radio Kerne hag he deus lañset Radio Naoned just a-walc’h.

Ar sizhun

Neuze e Radio Kerne e oan asambles gant Maksim, ur stajiad all. Ur skiant-prenet dreist e oa.

Setu ar pezh hon eus graet. Da gentañ omp bet degemeret ha graet hon eus tro ar radio evit ober anaoudegezh gant ar skipailh hag ar mont en-dro. Goude hon eus kroget gant sevel ur gronikenn diwar-benn Linux (pe GNU/Linux evit ar bismigerien). Pleustret hon eus evit lavarout ha distagañ mat ar gronikenn-mañ. Enrollet eo bet en ur studio gwir ha goude frammet eo bet. Desket hon eus kalz a draoù met evit lavarout ar wirionez e ouezen un tammig penaos ober a-gaoz d’am labour war ar podksign.

War-lerc’h omp bet lakaet da labourat war un atersadenn. Pep hini ac’hanomp en deus klasket un den da atersiñ hag en deus prientet ar goulennoù. Bet on bet o welout un den hag a zo ur mailh war Wikipedia hag OpenStreetMap e brezhoneg. Goulennet em eus gantañ titouroù diwar-benn Wikipedia e brezhoneg. Ne oan ket laouen gant ma goulennoù ha dreist-holl gant ma zaol-mouezh neuze enrollet em eus en-dro ma goulennoù er studio hag em eus frammet pep tra.

An daou bezh-se a zo bet skignet en abadenn Re bell ganti e-keit ma oamp e staj. Pegen plijus ha trugarekaus e oa !

E fin ar sizhun em eus bet amzer da brientiñ ur gronikenn all diwar-benn ar plankton. Skrivet eo bet ha goude eo bet difaziet gant ar skipailh. Dedennus-mat eo skrivañ kronikennoù ‘giz-se abalamour ma ‘z eo ret implijout troioù-lavar a bep seurt. Hag evel-just e vez atav ur bleustradenn vat distagañ dirak ur mikro. Neuze enrollet ha frammet em eus ar gronikenn ha skignet eo bet ar sizhun war-lerc’h.

An disoc’hoù

Bodet em eus pep tra am eus fardet e-pad ar staj en ur rann eus ma fodskign J’apprends le breton. Setu an disoc’hoù !

Klozadur

Kalz kalz a blijadur am eus bet o tremen ar sizhunvezh e Radio Kerne. Desket em eus traoù met dreist-holl em eus graet traoù fetis a-walc’h : kronikennoù, atersadennoù, frammañ… Neuze suroc’h on em eus c’hoant da genderc’hel gant ar radio en un doare micherel pe a-youl vat. Ra vevo ar radio !