Skrivet em eus pennadoù nevez ha neuze digoret em eus rummadoù nevez ivez ! Bremañ e vez kavet ar rummadoù lennegezh ha c’hoarioù-video. Ur pennad zo e pep rummad. Gallout a rit lenn ur pennad diwar-benn ar c’hoari-video Pez hag unan all diwar-benn ul levr em eus lennet (a vouezh uhel !) : Pa ra glav.

E-pad ar c’hentelioù brezhoneg em eus desket pe adwelet un nebeud verboù ha penaos/pegoulz implijout anezho : karout, kaout mat, plijout ha fellout. Komzet e vo ganin diwar-benn an dra-se e pennad ma fodskign a zeu.

Petra c’hoazh… Ah, sellet em boa ouzh an abadenn Bali Breizh ivez. An hini gant Nicole Vourc’h ha Goulc’han Kervella. Laouen e oan o klevout an taol-mouezh bro Leon !

Selaouet em boa un abadenn radio diwar-benn Amazon met n’em boa ket komprenet tout an traoù.

Setu evit ar sizhun-mañ. Ken a c’hentañ, dibenn-sizhun mat !