Skrivet em boa em c’hazetenn ar c’henfinañ #4 em boa prenet levrioù e Encre de Bretagne e kreiz-kêr Roazhon. Setu lennet em eus unan eus anezho ! Kinniget vo Pa ra glav er pennad-mañ.

Al levr Pa ra glav

Pa ra glav eo ul levr evit ar vugale skrivet gant Leire Salaberria.

Pa ra glav eo skrivet gant Leire Salaberria. Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo. Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (Euria ari duenean eo anv e euskareg). Troet eo e brezhoneg gant Riwanon Kervella ha embannet eo gant an ti-embann An Alarc’h.

Petra eo an istor ? Simpl a-walc’h eo. Ul levr evit bugaligoù eo alato ! Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez. Glav a ra evel just. Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav. Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just). Hag e gi eo kollet peogwir ne c’hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d’ar re all. Sapre avantur eo, ne gavit ket ?

Lennet em boa al levr gant kalz plijadur. Me a blij din ar glav. Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez. An tresadennoù zo simpl a-walc’h met brav kenañ ha “flour” evit an daoulagad. Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena !

Lenn a ran ar pennad kentañ

Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n’ez eus ket pennad ebet. Lenn a ran al levr penn-da-benn !

Pa vo lennet ganin levrioù hiroc’h e brezhoneg vo lennet ar pennad kentañ hepken.

Setu tout, kenavo !