Lennet em eus : "Pa ra glav" skrivet gant Leire Salaberria
Embannet e Lennegezh ar 2020-12-11. Amzer da lenn ~2 mins.Skrivet em boa em c’hazetenn ar c’henfinañ #4 em boa prenet levrioù e Encre de Bretagne e kreiz-kêr Roazhon. Setu lennet em eus unan eus anezho ! Kinniget vo Pa ra glav er pennad-mañ.
Pa ra glav eo skrivet gant Leire Salaberria. Ur skrivagnerez hag un dreserez eus bro Spagn / Euskadi eo. Al levr a oa embannet da gentañ e euskareg (Euria ari duenean eo anv e euskareg). Troet eo e brezhoneg gant Riwanon Kervella ha embannet eo gant an ti-embann An Alarc’h.
Petra eo an istor ? Simpl a-walc’h eo. Ul levr evit bugaligoù eo alato ! Emañ ur bugel hag e gi o pourmen er maez. Glav a ra evel just. Ar bugel a gont petra a vez graet ganto pa ra glav. Da skouer pa e pourmenont er maez dindan ar glav en dez ar bugel un disglavier (evel-just). Hag e gi eo kollet peogwir ne c’hell ket disheñveliñ disglavier ar bugel d’ar re all. Sapre avantur eo, ne gavit ket ?
Lennet em boa al levr gant kalz plijadur. Me a blij din ar glav. Istorioù barzhek evel anezhi a blij din ivez. An tresadennoù zo simpl a-walc’h met brav kenañ ha “flour” evit an daoulagad. Mat eo evit ar vugale hag an oadouriena !
Lenn a ran ar pennad kentañ
Lenn a ran ar pennad kentañ… bon n’ez eus ket pennad ebet. Lenn a ran al levr penn-da-benn !
Pa vo lennet ganin levrioù hiroc’h e brezhoneg vo lennet ar pennad kentañ hepken.
Setu tout, kenavo !