Mat an traoù ganeoc’h?

Opala, pell ‘zo em eus komañset ar pennad-mañ! E miz Mae, soñjit ta! Boñ, setu ur pennad bihan evit reiñ keleier neuze. 🙂 Un nebeud traoù a zo bet c’hoarvezet din ! Ha traoù all hag a vo graet ganin en dazont tost.

Ar Redadeg

Evit kregiñ komzomp eus ar Redadeg. Sur a-walc’h e anavezit an darvoud-se a zo aozet bep eil bloaz evit sikour raktresoù e brezhoneg. Nullet eo bet warlene abalamour d’an enkadenn yec’hedel evel-just hag ar bloaz-mañ e vo an traoù un tamm disheñvel ivez met c’hoarvezout a raio memestra! 🎉 O lec’hienn evit muioc’h a ditouroù : ar-redadeg.bzh.

Ha neuze petra vo graet ganin am eus graet e-keñver an darvoud-se ? Daou dra ! Prenet em eus ur c’hilometr ha redet e vo em eus! E anvet em eus Panda diwar anv ma c’hazh. 😺

Kartenn ar Redadeg.

Kartenn ar Redadeg.

Eil tra: sikouret em eus ar Redadeg en ur… redek asambles gant skipailh ar surentez. Skuizh e oa met plijus ivez :)

Radio Kerne

M’ho peus lennet ar pennad am boa skrivet e miz Meurzh e ouzit em eus graet ur staj e Radio Kerne. Ha kendelc’het e vo al labour! Kronikennoù all a skrivan er mare-mañ, ha skignet e vint a-hed ar bloavezh. Koul eo neketa? Roet e vo an titouroù amañ pa vo skignet evel-just.

Kastellin

Goude ur bloavezh e Roazhon, o teskiñ Brezhoneg dreist-holl, em eus dilojet e Penn ar bed, ma bro! E-kichen Kastellin e vevan neuze, em zi a zo o vezañ nevesaet.

Ha petra vo graet ganin ar bloaz a zeu (feiz, adalek ar miz a zeu)? Krog e vin gant ur stummadur war ar stlenneg, ar programiñ. Kavet em eus ur skol a ginnig stummadurioù a bep eil (en alternance) hag ivez un embregerezh.

Prest on (pe dost, rak kalz traoù am eus d’ober a-raok penn kentañ ar bloavezh!).

Pokoù deoc’h 🎉